|
|
|
|
|
|
|
A-bouez eo stummadur an apotikerien dre ma'z eo liammet ouzh danveziù a-bep-seurt, ar pezh a lak anezho da vezañ e-tailh da respont d'ur gwir liesvarregezh skiantel. Ar skrid-testeni-Stad a zoktor war an apotikerezh a vez deroet war-lerc'h 6 vloaz a studi, ha kadarnaet gant difenn un dezenn.
Skiantourien eo an apotikerien a zo dleet dezho anavezout termenaduriù, dezverkù hag endro an 3 000 kenderc'h-oberiant eus ar roll-louzù a-vremañ, gant o 45 000 brientaozad apotikerezhel hag o 8 500 stumm. Bep bloaz e vez dleet dezho lakaat tachenn o anaoudegezhiù diouzh giz a-vremañ, hervez an arbennigezhiù nevez. Dre ma vezont dalc'hmat lakaet a-dal ar skiant a ya war-raok ha dre ma kemm o micher, e rank an apotikerien kaout ur stummadur kendalc'hus ha skouerius en o dalc'h, a-benn reiñ ur perzh bepred gwelloc'h d'ar greadù a reont.
A drugarez d'o stummadur a-orin ha d'o stummadur kendalc'hus eo an apotikerien gwir tud a vicher e-keñver ar yec'hed.
An apotikerien hag an dereiñ louzeier:
Al louzeier a bare, a ziboangn, a ziarbenn, a vir ouzh ar c'hleñvedù a zegouezhout, a astenn padelezh ar vuhez, met un danvez dañjerus a c'hell bezañ ivez. Kred ha kevraouez an apotikerien a zo ret-mat evit o dereiñ eta; ar re nemeto evit dereiñ al louzeier en un doare a-feson int.
Bezañ apotiker, ur gefridi a surentez yec'hedel:
O atebegezh a vez lakaet en arvar da bep kemennadur mezegel a vez dleet d'an apotikerien evezhiañ. E-keñver ar yec'hed int an dud a vicher a zo mell diwezhañ chadenn al louzeier; an dud klañv a warantont evit ma ne vefe ket gwall-implijet an danveziù kemennet. Ur perzh eus ar c'hentañ o deus an holl apotikerien strewet dre an tiriad broadel e-keñver ar surentez yec'hedel: ur gwir leurenn-dro int etre ar boblañs hag an ajañsù e karg eus an evezhiañs yec'hedel. Titourù prizius a gasont hag oberiantizù a lakaont e pleustr a-enep d'ar c'henderc'hù a ziskouez bezañ gwall-zanveziù evit an dud. Ar gwarant a berzh hag a surentez a zegas an apotikerien eo penn-kaoz o gwiriù miret a zo aotreet dezho evit fardañ ha dereiñ al louzeier.
Kefridiù arall an apotikerien:
Kelennourien eo an apotikerien ivez: int a zispleg ar pezh a zo kemennet gant ar vezeien, a harp ar glañvourien da heuliañ ar yac'hadurezh, a ro keleier d'an dud hag a oar diouto evit o dizaoniñ pa vezont nec'het pe pa vezont trechalet ha distabilaet gant ur gudenn-yec'hed. Int a oar heñchañ ar glañvourien davet an dud a vicher all e-keñver ar yec'hed: mezeien k'r pe mezeien ospital, klañvdiourezed, divorzerienÖ
Gwir embregourien e servij ar yec'hed foran eo an apotikerien.
An apotikerien, tud a eskemm ha kevelerien an ober sokial:
Rediezhù nevez a sav da gemm kempouez ar reizhiad yec'hedel:
- Rediezhù armerzhel: ret eo herzel ouzh kresk an dispignù evit ar yec'hed hep naskañ frankiz-embregiñ an dud a vicher e karg eus ar yec'hed evit kement-se.
- Rediezhù sokial hag a c'houlenn start ma vefe roet muioc'h a geleier d'ar glañvourien hag ur perzh a servij gwelloc'h d'ar re a zo deuet da vezañ bevezerien a yec'hed, en ur c'henarroud sokial breskennet gant an enkadenn a zo war he heul ur steudad a risklù evit dazont yec'hedel an dud baourañ.
A-dal da skodù evit an holl e-keñver ar yec'hed foran, ez eo nerzh ar reizhiad apotikerezhel gall diazezañ he c'henstag en-dro d'ar c'heal a atebegezh hiniennel an apotiker.
En-tu all da 22 000 apotikerezh e Bro-C'hall (unan anezho evit 25 000 annezad well-wazh) a ra un heverk a rouedad war-hed taol d'an dud, stankoc'h eget hini ar 17 000 ti-post. Dre c'holeiñ an tiriad broadel en e bezh e c'hell bezañ savet ur servij gward ha difrae seizh devezh diwar seizh, 24 eurvezh diwar 24, ar pezh a warant prederiù hag ur servij apotikerezhel hollbadus da vat.
An apotikerezhiù a zo lec'hiù evit en em gavout hag eskemm:
Tremen ur miliard a dud a zarempred un apotikerezh bep bloaz. Dleout a ra d'an apotikerien seveniñ o c'hefridi en ur zoujañ ar vuhez hag ar mab-den.
Darn eus o endalc'hiù a denn da giriegezhiù sokial: ret eo dezho gwareziñ frankiz o barnadennù a dud a vicher, ne fonn ket dezho gwerzhañ o frankiz, doujañ o rin micherel a rank an apotikerien hag o c'henlabourerien, en em reiñ a rankont ivez da bep hini a ya d'en em erbediñ outo, dleet eo dezho sikour pep den en arvar hag o c'henober a zegasont d'ar pennadurezhiù en oberennù boulc'het e sell da wareziñ ar yec'hed.
Embregerezhiù eo an apotikerezhiù ivez:
Tost da 50 000 apotiker, anvidi pe skoriaded, a labour en apotikerezhiù. Tost da 120 000 implij perzhed a zo e gennad an apotikerezh.
D'an apotikerien ez eus fiziet un atebegezh vuhezel ha sokial liammet ouzh ar fiziañs o deus an dud enno, ha pa labourfent war ar maez peotramant en ur g'r vras pe c'hoazh en-dro d'ar c'h'riù.
Kalz pelloc'h ez a eget tachenn o atebegezh lezennel.
merci aux traducteurs: Th.GWilhmod et Visant Roue